Tri seurt stumm a c'hall bezañ personelaet hag enlaket en ur ScribbleMap: hirgarrezenn, kelc'h ha lieskorn.
Hirgarrezenn
Evit enlakaat un hirgarrezenn e ScribbleMap:
1. Dibabit an ostilh Hirgarrezenn diwar ar varrenn lañser el laez.
2. Dibabit liv al leuniañ hag an drolinenn en ur glikañ war zibaber liv pep hini.
3. Dibabit ledander an erien ha stil al linenn a fell deoc'h en ur glikañ ur wech war bep dibarzh.
4. Klikit ha riklit evit tresañ an hirgarrezenn.
Kelc'h
Evit enlakaat ur c'helc'h e ScribbleMap:
1. Dibabit an ostilh Kelc'h diwar ar varrenn lañser el laez.
2. Dibabit liv al leuniañ hag an drolinenn en ur glikañ war zibaber liv pep hini.
3. Dibabit ledander an erien hag ar stil a fell deoc'h en ur glikañ ur wech war bep dibarzh.
4. Klikit ha riklit evit tresañ ar c'helc'h.
Lieskorn
Evit enlakaat ul lieskorn e Scribble Maps:
1. Dibabit an ostilh Lieskorn diwar ar varrenn lañser el laez.
2. Dibabit liv al leuniañ hag an drolinenn en ur glikañ war zibaber liv pep hini.
3. Dibabit ledander an erien hag ar stil a fell deoc'h en ur glikañ ur wech war bep dibarzh.
4. Klikit ha riklit evit tresañ un tu d'al lieskorn.
5. Kendalc'hit da rikliñ, ha goude klikit evit tresañ pep tu d'al lieskorn.
6. Daouglikit evit echuiñ tresañ al lieskorn.
Fiñval ar stumm
Evit fiñval ur stumm:
1. Dibabit ar bouton Kemmañ ar gwiskadoù.
2. Klikit ha riklit ar stumm d'al lec'hiadur a zibabit.
Kemmañ ar stumm
1. Dibabit ar bouton Kemmañ ar gwiskadoù.
2. Dibabit un dornik war drolinenn ar stumm evit kemmañ ar stumm un tu en un taol.
3. Evit krouiñ dornikoù ouzhpenn, klikit war an dornikoù gant an arouez +.
Dilemel ar stumm (leuniañ hag/pe erien)
Evit dilemel ur stumm (leuniañ hag/pe erien)
1. Dibabit ar bouton Rimell diwar al lañser el laez.
2. Peogwir eo savet ar stumm diwar div lodenn (leuniañ hag erien), pep lodenn a c'hall/a rank bezañ diverket a-ziforc'h en ur glikañ ur wech war an takad da zilemel.













