Enlakaat ur merker
Evit enlakaat ur merker lec'h:
1. Dibabit an ostilh Lakaat ur merker war varrenn lañser el laez a-zehou.
2. Levraoueg ar merkerioù a zeuio war wel. Dibabit ha klikit war ur merker diouzh al levraoueg.
3. Biz saezh al logodenn a droio er merker bet dibabet. Ur voest-ostilhoù troiñ wenn a zeuio war wel el laez a-gleiz.
Evit spisaat troiñ ar merker lec'h:
1. fiñvit al logodenn a-us d'ar voest troiñ
2. klikit ha riklit ar c'helc'h du tro-dro d'ar c'helc'h louet hervez hoc'h ezhommoù
4. Ur wech spisaet tuadur ar merker lec'h, fiñvit ar biz d'al lec'hiadur mennet war ar gartenn ha klikit ur wech evit lakaat ar merker. Ur voest kendiviz a zeuio war wel.
5. Ensoc'hit roadennoù er maeziennoù pe lezit anezho goullo. Klikit war Enrollañ pa vo echuet.
Fiñval ur merker lec'h
Evit fiñval ur merker lec'h:
1. Dibabit an ostilh Kemmañ ar gwiskadoù diwar varrenn lañser el laez a-gleiz.
2. Klikit ha riklit ar merker d'al lec'hiadur mennet.
Dilemel ur merker lec'h
Evit dilemel ur merker lec'h:
1. Dibabit an ostilh Rimell diwar ar varrenn lañser el laez.
2. Klikit ur wech war ar merker lec'h evit e zilemel.







