Ostilh Linenn Nij / Kelc'h Meur a aotre kartennaouiñ aes linennoù nij etre daou boent war ur gartenn.
NOTENN: Se vrasoc'h ar pellder etre daou boent, se vrasoc'h kammder al linenn pa vez pellsesaet ar gartenn.
Tresañ ul Linenn Nij / Kelc'h Meur
Evit tresañ ul Linenn Nij / Kelc'h Meur:
1. Dibabit an ostilh Linenn Nij / Kelc'h Meur diwar ar varrenn lañser el laez.
2. Dibabit liv hag amwelusted al linenn en ur glikañ war zibaber liv al linenn.
3. Dibabit ledander an erien ha stil al linenn a fell deoc'h en ur glikañ ur wech war bep dibarzh.
4. Klikit ur wech war al lec'hiadur kentañ c'hoantaet war ar gartenn ha riklit al logodenn d'an eil lec'hiadur ha lezit da vont. Adkrogit evit krouiñ kement a linennoù a vez ezhomm.
Kemmañ/fiñval ul linenn nij
Evit kemmañ/fiñval ul linenn nij:
1. Dibabit ar bouton Kemmañ ar gwiskadoù.
2. Dibabit unan eus an doareoù-mañ evit kemmañ hag/pe fiñval al linenn nij:
A. Klikit war al linenn ur wech ha riklit anezhi d'ul lec'hiadur all.
B. Astenn/bihanaat al linenn nij en ur glikañ ur wech war an dornik "+" (e penn al linenn) hag en ur rikliñ anezhañ d'al ledander pe d'al lec'hiadur c'hoantaet.
Dilemel ul linenn nij
Evit dilemel ul linenn nij:
1. Dibabit an ostilh Rimell diwar ar varrenn lañser el laez.
2. Dibabit al linenn nij da zilemel. Dibabit Ya evit kadarnaat an dilemel pa c'houlennor.







